Apple Corps

Apple Corps Limited (pe Apple) zo un embregerezh media savet e Londrez e Genver 1969 gant izili ar strollad The Beatles, da erlec'hiañ o embregerezh kent Beatles Ltd. hag astenn anezhañ en ur strollad embregerezhioù. Ur farsadenn zo gant an anv, distaget apple core e saozneg (da lavaret eo kreiz an aval). Ar rann bennañ eo Apple Records, lañset d'ar memes bloaz. Krouet e oa bet rannoù all, Apple Electronics, Apple Films, Apple Publishing hag Apple Retail, anavezet evit ar stal Apple Boutique ha he oa ket padet pell e kreiz-kêr Londrez. Savadur Apple e fin ar bloavezhioù 1960 a oa bet da gentañ er 94 Baker Street, a-raok dilojañ d'ar 95 Wigmore Street hag a-benn ar fin d'an 3 Savile Row. Anavezet e oa ar savadur diwezhañ evel the Apple Building hag ennañ e oa bet savet ar studio Apple.

Etre 1970 ha 2007 e oa bet renet an embregerezh gant Neil Aspinall, a rae war-dro ar Beatles war an hentoù, daoust ma n'en doa ket an titl-se a-raok ma oa aet kuit Allen Klein eus an embregerezh. Penn an embregerezh eo Jeff Jones e 2010.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search